Kevezadeg bed ar Formulenn 1 2014
Neuz
Kevezadeg bed ar Formulenn 1 2014 | |||
Kampion ar vlenierien: Lewis Hamilton Kampion ar saverien: Mercedes | |||
A-raok: | 2013 | War-lerc'h: | 2015 |
Kevezadeg bed Formulenn 1 2014 zo 65vet abadenn kevezadeg bed blenierien ar Formulenn 1. N'eo ket krog an abadenn-se met traoù evel deiziataer ar redadegoù da c'hortoz a zo bet diskouezet dija. Ar cheñchamantoù pennañ a zo re ar c'helfuskerioù, eus ur V8 aergelc'h mui ur c'hKERS (Sistem Adtapout an Nerzh Kitenikel) d'ur V6 turbo mui un ERS (Sistem Adtapout an Nerzh) a ra ur sistem daou-nerzh, hag ivez ar cheñchamantoù e keñver aerodinamiezh.
Blenierien ha kirri
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Prizioù Bras ar mare 2014
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Cheñchamantoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Skipailhoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Cheñchamant keflusker
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Diviz a reas Cosworth chom hep sevel ur c'heflusker da zoujañ d'ar reolennoù nevez ha dilezel a ra ar Formulenn 1.
- An dra-se a laka Marussia da cheñch keflusker evit mont war-zu kefluskerioù Ferrari.
- Toro Rosso a chom a-sav da redek gant Ferrari, goude seizh vloaz, evit kaout kefluskerioù Renault.
- Williams a choaz cheñch e gefluskerioù Renault evit sinañ ur c'hevrad hir gant Mercedes.
E-kerzh ar bloaz
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Ar sizhun a-raok Priz Bras Breizh-Veur e voe embannet e oa bet gwerzhet Caterham gant e berc'henner Tony Fernandes. Lakaet e voe ar blenier-bet Christian Albers e penn ar skipailh met un disput war perc'henniezh ar skipailh a redias anezhañ da vankañ div redadeg e fin ar bloaz.
- Goude gwallzarvoud Jules Bianchi e Japan e voe re vras kudennoù arc'hant Marussia ha plaset e voe ar skipailh dindan melestriñ barnel.
Blenierien
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Mont a reont kuit
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Mont a ra Mark Webber da redek gant Porsche e WEC.
- Lezel a ra Paul di Resta e blas e Force India.
- Charles Pic a ya kuit eus Caterham.
Cheñch a reont skipailh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Kimi Räikkönen a zilez e garr e Lotus evit mont da Ferrari.
- Evit erlec'hiañ anezhañ eo bet dibabet Pastor Maldonado, a ro e blas gant Williams da Felipe Massa, a rede gant Ferrari r bloavezh a-raok.
- Eus McLaren a ya Sergio Pérez da Force India.
- Evit erlec'hiañ Webber a zo dibabet Daniel Ricciardo, a ya kuit eus Toro Rosso da Red Bull.
- Lezel a ra Nico Hülkenberg Sauber evit distreiñ da Force India.
Distreiñ e reont
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Distreiñ a ra Kamui Kobayashi da gCaterham.
Deraouidi
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Kevin Magnussen, mab Jan Magnussen a gemer plas Sergio Pérez e McLaren.
- Daniil Kvyat da redek gant Toro Rosso.
- Marcus Ericsson da redek gant Caterham
E-kerzh ar bloaz
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Teir gwezh trec'hour 24 eurvezh ar Mañs André Lotterer a erlec'hias Kamui Kobayashi (Caterham) evit Priz Bras Belgia.
- Will Stevens a grogas da redek evit Caterham e-lec'h Marcus Ericsson evit redadeg ziwezhañ ar bloaz.
- Gloazet e voe Jules Bianchi e Priz Bras Japan ha ne zistroas ket e Formulenn 1. Mervel a reas e 2015 diwar e wallzarvoud.
Renkadur 2014
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Blenierien
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
|
|
Saverien
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
|
|
Notennoù ha daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ 1,0 ha1,1 (en) 2014 Classifications
Porched ar Formulenn 1 – Gwelit ar pennadoù hag ar rummadoù diwar-benn ar Formulenn 1 |
|